A-hed al labour, eo bet ar preder ganeomp chom hep noazout d'an endro ha klask ober gant danvez biozisteraat, disaotrus
kement-mañ a dalvez ivez evit peurechuiñ ar benveg.
Ar re-mañ eo ar produoù boutinañ :
Evit telennoù eus ar Grennamzer eus ar rumm ''Clarsach'', eo gwarezet ar c'hoad dre ur gwiskad naturel: rousin naturel
gwez pin, ter-douar Jude, strilhadur sodiom, deveradenn kolza, holen Bore, dour.
War an telennoù eus ar Grennamzer gant tresoù liesliv, e vo graet gant liv dilufr: eoul-plant, trenkenn aketik, asambles gant
danvezioù-livañ ekologel, enlivadurioù naturel, war liv gwenn eus Meudon, ha peg loenel. Implij rik, liv dre vi gant enlivadurioù
naturel, tourmantin, koshadurioù dre goar, gom-lakenn a-wechou
Evit ar patromoù evit ar vugale, livaj pe liv dilufr evel evit ur c'hoariell, bewech hep ober gant deveradenn tireoul.
Da beurechuiñ an telennoù keltiek, dre vras e reer gant ''fushines'', ledan ''fondur'' dre zour dilosk, dibitrius, gwernis
dourdeuzus, disaotrus.
Ar c'hizelladurioù hag ar c'hlinkadurioù e rousin a zo diwar rousin biozisteraat leun a enlivadurioù naturel, gwechou all,
poultr marbr, arem, sklent, grafit diouzh livadurezhioù pe an neuz c'hoantaet.
An dilufrennoù arem a zeu diwar dan |
|