Goloennou evit telennou
Ar goloennoù-telenn ha ''Clarsach'' a zo bet fardet diouzh hor patromoù, pevar liv a roer da zibab : gwer, gris, glas ha du,
dizintrusaet gant ur chakod-skridoù-sonerezh.
Ar c'hendonier-menter hollvedel '' Fz JLV TEK'' a ro an tu da gendoniañ ho penveg en un doare ordin hag ivez en un doare resisoc'h
gant sifroù stankter, gantañ ur garg menter. Gantañ div lugell ''Jack in/off'' hag unan USB evit stalonadur binviji all hag o vont endro
gant pilennoù.
An harp uhelaat '' Clarsach '' a zo bet graet evit degemer ho telenn. Goloet eo a wiad. Ha dalvezout a ra da ziskouez hag e ro an tu da
c'hoari azezet a-dreñv ar benveg, e-giz pa vefe an delenn war al leur. Gantañ daou lec'hig da zegemer skridoù-sonorezh, kreionoù, ken-
donier, alc'hwez kendoniañ h.a...
'' Kneebone '' a zo anezhañ un harp lem-laka a stager e penn a-dreñv ar ''Clarsach '', e stagelloù-cheñch kerdin dre un alc'hwez-didermen.
E reizhañ a c'heller, diouzh an telennour ha kempouezañ aes pouez an delenn war an daoulin evit kaout muioc'h a aezamant hag a stabilded
An alc'hwezioù-kendoniañ e arem a vez profet ganeomp evit prenadenn un eilskouerenn ''Clarsach'' istorel, gant ur seurt binvi
ji ho peus un alc'hwez kendoniañ skañv diouzh an ibiloù kozh. Gwechall e veze kavet alc'hwezioù e karn pe e metal ( en ur gleu-
ziañ ar c'harn e teuer a-benn da gaout ul louc'h. C'hoant zo deuet din kinnig
''Crann Gléasta'' e arem dilufr bet empennet ganin.
Harp pleg-dibleg evit telennoù gotek, un harp nevez a zo war ar stern paket e diaz ar benveg, a-unan e vo hemañ gant ur
skabellig mod ar grennamzer.
An telennoù ''Neil ha Telenn Vor'' a gaver e pevar liv : gwez kraoñ, gwez babu, gris hag akajou teñval, ha skav-gwrac'h naturel.
Ar plakennoù-kinklañ gwareziñ a zo deusouto e meur a zibab : arem dilufr, glas kinvi, gris damc'hlas, laton, delienn arc'hant
h.a... goulenn ouzhomp.
Tee-shirtoù : tri fatrom da zont ( ment nemeti XL)
Tee-shirtoù-graferezh ( telenn Brian BORU war c'horre ar mor) ha skrid : un delenn er-maez an amzer,
titouroù war al lec'hienn '' harpforest '', glas pe velen war un tee-shirt glas-mor.
Tee-shirt '' Telenn Vor '' skeudenn hirgarrezek e pevar liv o tiskouez ur morvarc'h unkornek arouez ar patrom war foñs du, skrid :
gwelout war al lec'hienn.
Tee-shirt pajenn degemer al lec'hienn brezhonek, ''Henson pe Delenn'', foñs du, gwelout al lec'hienn.
Nevezadenn
War batromoù ''Telenn vras keltiek hag Oseberg'', ar sichennoù a zo ganto ur skoazell diabarzh, dezhi stumm un T e karbon.
An drolinenn gleuz a zo teuzet kent strollañ ha pegañ an tri fleg postek a ya d'ober ar stern. An doare livenn-gein-se, a ro
d'an delenn started hag ur stabilded dassonus ouzhpenn, an doare-ober-se a c'hell bezañ talvoudus evit ar patromoù
gwaret o stern.
|