PATROM ‘’ IONA AZUREA ‘’
Telenn nemeti 30 kordenn metal
En ur weladenniñ Abati « Lerins » war enez Sant Honorat hag en ur soñjal e Sant Padrig bet o chom enni eo, ez eus bet savet c’hoant ennon sevel un delenn, enni glas-mor ma rannvro degemer ha war un dro ma c’harantez evit Iwerzhon hag Alba.
E berr gomzoù, kuit a varzhoniezh, un daremprederezh-lec’h etre an div enez (Iona ha Sant Honorat) hag ul liamm karantez etre ma lec’h bevañ hag ar broioù keltiek on ken stag outo .
Tresadennoù ‘zo a zeu diwar dornskrid levr « KELLS (peurgetket ar pevar avielour war goztezioù ar c’hef ) a voe kroget d’e skrivañ e manati Iona. War ar benveg liesliv-se, ar glas, al livpennañ o tigas da soñj eus an oabl hag eus peder gwazh ar baradoz, an harpoù ha ranjennoù war ar gonsolenn a zo e arem dilufr glas. Ar pezhioù orfeberezh arc’hant kozh, an ibilioù oberiet, lagadennoù kreñvaat an daol hag al livioù koshaet gant koar a ro d’an hollennad un neuz kozh.
Dindan ar c’hef, tresadennoù daou gi o piñsat ur gordenn delenn a zo un drevezadenn a vousfent awenet diwar un dresadenn a zo diouti. Ur patrom brasoc’h eget re ar rummad “Clarsach” boutin gant un distok kerdin ledanoc’h evit aesaat ar c’hoari, savet eo an delenn-se evel unan “Clarsch” nemet diaz ar golonnenn a zo staget e penn a-dreñv ar c’hef. War harp an daol, eus trederenn an uhelder, ur spisverk-touch engravet er c’hoad a ro an tu da lec’hiañ “Sisters” pe “ Ne Cawlee”. Ar benveg-se, gant kerdin metal (laton hag arc’hant) a zo da vezañ lakaet ur skor-stagañ evit d’an telennour azezañ a-dreñv e venveg.
Album Iona Azuréa
|
AN DELENN ''SKELLIG'' niverennet eus 1 da 5, 36 kordenn dezhi
Eus rummad ''Telennoù-Kizelladurioù'' emañ-hi, evel an hini e arem ''Brian Boru Harp''
Ar menoz pennañ a zo sevel un delenn o tegas da soñj eus Enez Skellig, hag ar manati pintet war he c'hern,
gant an endro maenek, rust ha speredel al lec'h. Eus liv louet , ar framm koad a zo fichet gant tammouigoù
sklent o reiñ dezhañ stumm un delenn evel pa vefe kizellet er maen.
Kent pegañ ar c'horf-dassoniñ e strinker traezh uhelgwasket war koad an daol e ''epicea'' balirekk eo an neudennoù
kaletañ, o reiñ un neuz uzet ha ruskek d'ar c'horre, prantad evezhiek, ret eo diwall diouzh tevder an daol abala-
mour da nerzh an draezhennerez.
Engravet eo an daol gant tresoù par da re a gaver gant an telennoù kelt kozh, eilpennet al liv, ar c'hleuz ten-
valaet peurvuiañ gant an tanengravadur, a zo ar wech-mañ liv gwezenn-babu sklaer war ar griz-louet an daol.
Skoazelloù-kostez ar c'hef, a zo klinket gant un neudennig a varelladur, ur pezh orfeberezh arc'hant o fichañ
penn-araok ar sichenn.
An delenn-se, ganti loc'hennoù hanter don, a c'hell ivez bezañ savet gant ur reizhad tredan-songreskiñ.
An dae evit ''Telenn Skellig'' a zo war un dro, sevel un delenn evel ur gizelladenn o seniñ c'hwek. An eil dae
a vefe senién gant ar rakskouerenn-se war Enez Skellig, rak n'eo ket dister mont di, abalamour d'al lec'hia-
durezh ha d'an amzer.
Er bloavezhioù 1990, goude ugent vloaz a ebenouriezh hag ur stummadur war al luderezh
Ha gitar, on aet un tamm war zu labour ar metal en arz-teuzerezh hag ivez al labour treser
El labourva-arkeologiezh.
Sod on gant ar bed hengelt. Kement-se a zo bet prizius din er bloavezh 1996 pa ‘m eus kro-
Get gant ar sevel telennoù. A-viskoazh on bet bamet gant ar beñveg-se hag an taolioù-arnod da empennañ stummoù pe glask sonusted.
Izelvosoù e arem
“In the Clontarf Forest” eo tamm kentañ ur strollad a dri izelvos e arem mentet evel-hen :
70 x 50 o tegas da soñj eus tri lec’h e koadoù Iwerzhon, Breizh hag Alba.
Bewech eo ur c’hemmesk etre barzhoniezh ha glasvez gant hollvezañs ar spered e kalon
An danvez, un delenn a-rez al leur, sonn pe dorret, er-maez an amzer, o c’hedal an hini
a raio dezhi dasorc’hiñ pe kanañ adarre.
Taolennadur
Taolenn gentañ
“In the Clontarf Forest” a gas ac’hanomp war zu Iwerzhon ganr livioù glas flamm ar man
( melchon, delioù derv, Brian Boru Harp, kaset da benn e 2005)
Eil taolenn
“Brekilien” a gas ac’hanomp war zu skeud koadoù Breizh merglennet gant nitrat-houarn
Da zegas koun eus gouerioù eus ar melendu d’ar ruz o redek dre Goadenn Vrekilien, leun
A oksidenn-houarn, dourenn-givij ar plant (delioù faou, derv, Telenn Olwenn.) War ar stern.
Trede taolenn
“In the Forest, near the river Brann, levezonet gant koadoù kornad “Perthshire” en Alba, anvet ivez “ Bro ar gwez uhel”, dourenn-givij glas amlivet gant liv gwenn ( glasvez liesseurt, levr
Digor, Queen Mary Harp )
RAKTRES AREM BRIAN BORU HARP
Seveniñ ar raktres hag ar moul kemeret evit kentañ eilskouerenn Brian Boru Harp a zo bet kroget meur a vloaz 'zo.
Ouzhpenn an diaester teknel da sevel un delenn e arem, an dae a oa ivez ober d'ar metal kanañ. Ul lodenn dirak-
welus a zo er sevenidigezh. Ar soniusted a c'heller labourat distag, hogen gwelloc'h eo bezañ an tostañ, ar gwellañ
eus tevder skouer a soniusted an deuzadenn reizh. Un danvez dizunvan eo an arem ha nebeut anavezet an daskre-
nañ diwar biñsat kerdin, taolioù-arnod telennoù e aluminiom na zaskoront nemet ur soñj dister eus an disoc'h da
dizhout.
Dre vras, an arem a reer ur c'hloc'h gantañ a zo ennañ 22% a staen ha 78% a gouevr, ganeomp, an dregantad a
staen en delenn a vefe 20%. Dre skeiñ eo e reer d'ar c'hloc'h daskrenañ, amañ ganeomp al lederezh dassonus, ski-
gnet prim dre an traoñ, en daol hag e peurrest korf ar benveg . Ouzhpennet e vo un nebeut arc'hant hag aour er
metal o teuziñ evit klask tapout ur son sklintin. Danvez ar metal dibabet gant 20% a staen a roio d'an delenn ul
lufr alaouret, ''Telenn aour el lanneg'' a gane Alan Stivell, n'emaomp pell deusouti.
E miz c'hwevrer 2010, eur krog da sevel lodennoù koar ar benveg, a-benn un nebeut mizioù, goude d'ar c'hoaren-
noù teuziñ, e spurmanto an delenn er metal o kendeuziñ, emgav eta evit un abadenn veur e-kerz an hañv 2010.
Al labour kizellañ hag al labour war ar son a c'hello neuze kregiñ. 'Benn vo tu c'hoari gant an delenn e vo lidet
an darvoud gant ur sonadeg. Anv a zo d'enrollañ ur video da zanevelliñ an avantur-se, a dan, a vetal, hag a son.
Albom Arem Brian Boru Harp
|