Patromoù’’Nurnberg ha Wartburg’’ : telennoù gotek 26 kordenn, kerdin KF pe bouzelloù. Kendoniet eus G da d. Mentoù: uhelder 105 km, ledander konsolenn 40 km, ledander kef : 11 km. Patrom telenn gotek kaer e koad skav-gwrac’h fetis, heñvel ouzh ar patrom orin, Gant pe hep tresoù e penn laez ar golonenn, liv naturel ar c’hoad pe livaj skañv. Mentoù ar Wartburg a zo un tamm disheñvel.
Stummoù all d’ar patromoù ‘’Nurnberg ha Wartburg’’: Aliañ a reomp dibab an doareoù-mañ un tamm brasoc’h anezho eget ar patromoù. Orin, ganto un ampled dassonus kreñvoc’h hag un hed a 13mm etre ar c’herdin, doujet eo bet d’ar c’henfeurioù, ha stumm generek ar benveg n’eo ket bet distreset. Mentoù : Uhelder 116 km, Ledander konsolenn 48 km, Ledander kef 16 km, Tu ‘ zo lakaat ar patrom-se da glotaat gant ur stumm brasoc’h. Mont e darempred ganeomp.

Fermer cet album  création site internet montpellier

 

Harpes Gothiques...